Alain Resnais

Alain Resnais gant Juliette Binoche pa dapas ar priz César er bloaz 1998.

Alain Resnais ([alɛ̃ rɛnɛ]), ganet e Gwened d'an 3 a viz Mezheven 1922, ha marvet e Pariz d'ar 1añ a viz Meurzh 2014 d'an oad a 91 vloaz, a zo ur sevenour filmoù breizhat gallek. Gant François Truffaut ha Jean-Luc Godard, ez eo unan eus tud pennañ an Nouvelle Vague (ar Wagenn Nevez) a zegasas ul lusk nevez d'ar sinema gallek. Unan eus e filmoù pennañ a zo Nuit et Brouillard (1955), ur c'helfilm diwar-benn ar c'hampoù-bac'h nazi. Brud en deus tapet gant filmoù evel Hiroshima mon amour (1959), L'année dernière à Marienbad (1961), ha diwezhatoc'h Providence (1978) dediet da H.P. Lovecraft.


Developed by StudentB